Mibien Israel a zegasas d'an AOTROU profoù a volontez vat, ar wazed hag ar gwragez a lakae o c'halon anezho da lodenniñ el labour holl en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez.
Ne ginnigot ket unan dall, pe mac’hagn, pe muturniet, pe goloet a c’houlioù, pe galus, pe gant un darouedenn; ne reot ket war an aoter ur prof dre an tan d’an AOTROU gant un hevelep loen.
Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klañv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eñ da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keñver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoù.