Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 22:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Ne ginnigot ket unan dall, pe mac’hagn, pe muturniet, pe goloet a c’houlioù, pe galus, pe gant un darouedenn; ne reot ket war an aoter ur prof dre an tan d’an AOTROU gant un hevelep loen.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 22:22
9 Referencias Cruzadas  

Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Ne ginnigot netra en defe ur si, rak ne vefe ket degemeret evidoc’h.


Pa ginnigo un den un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, loened bras pe loened bihan, evit ur gouestl pe evel prof a youl vat, an aberzh a vo disi evit bezañ degemeret; ne vo si ebet enni.


Un ejen pe un oan gant un ezel bennak re hir pe re verr a c’hello kinnig evel prof a youl vat, met ne vo ket degemeret evit ur gouestl.


Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,


Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klañv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eñ da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keñver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos