36 Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt.
eus ar baraoù a ginnig, eus ar flour bleud evit an donezonoù, eus ar bignez hep goell, eus ar pezh a zo poazhet war ar baelon, eus ar pezh a zo kemmesket, eus an holl vuzulioù a endalc'h hag a hirder;
Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.
Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.
Ar valañs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioù ar sac'hig a zo e oberenn.
Daou bouez ha daou efa (unanenn ec'honad 30 l) a zo unan hag egile un euzhusted dirak an AOTROU.
Ra vo reizh ar valañs, ha ra vo reizh an efa, reizh ar bat.
Rak me eo an AOTROU en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue, hag e viot santel rak me a zo santel.
Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU.
Daoust hag e varnin evel glan an hini en deus balañsoù faos ha pouezioù touellus en e sac'h?
Hag e lavaris: Petra eo? Respont a reas: Un efa eo oc'h en em ziskouez. Lavarout a reas c'hoazh: O doare oc'h en em ziskouez en holl vro eo.