Ar reolennoù, ar barnedigezhioù, al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus skrivet evidoc'h, a virot, hag e reot diouto da viken, ha ne zoujot ket doueoù all.
Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel.
Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a zisklêrian hiziv d'ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.
Mirout a reot an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag e reot diouto, evit ma vevot ha ma kreskot, ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro en doa touet an AOTROU d'ho tadoù.