Hounnezh eo al lezenn diwar-benn gouli al lorgnez war un dilhad gloan pe war un dilhad lin pe en ur steuñvenn pe en un anneuenn pe war un dra bennak a groc’hen, evit disklêriañ ar pezh a zo glan hag ar pezh a zo dic’hlan.
Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.
diwar-benn ar vaouez a zo gant saotradur he mizioù, diwar-benn an den pe ar vaouez gant ur berad o redek ha diwar-benn an den a gousk gant ur vaouez dic’hlan.