Leviegezh 15:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
31 Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.
Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoù. O hent a zo deuet da vezañ dirazon evel dic'hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioù.
Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.
Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.
Hounnezh eo al lezenn diwar-benn gouli al lorgnez war un dilhad gloan pe war un dilhad lin pe en ur steuñvenn pe en un anneuenn pe war un dra bennak a groc’hen, evit disklêriañ ar pezh a zo glan hag ar pezh a zo dic’hlan.
Me a lakaio va dremm a-enep an den-se, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl abalamour m’en devo roet eus e vugale da Volok evit saotrañ va santual ha disakrañ va anv santel.
Piv bennak en devo stoket ouzh ar c'horf marv eus un den bennak marvet, ha ne vo ket en em c'hlanaet, a saotro tabernakl an AOTROU. An den-se a vo lamet eus Israel. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo, e zic'hlanded a vo c'hoazh warnañ.
Un den hag a vo dic'hlan ha n'en em c'hlanaio ket, an den-se a vo lamet a-douez ar vodadenn, rak saotret en devo santual an AOTROU. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo.
Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.