Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 14:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Ober a raio raklañ an ti en diabarzh, tro-dro, hag e vo taolet kuit ar poultr a vo raklet er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 14:41
10 Referencias Cruzadas  

en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,


Distrujañ a raint mogerioù Tir, hag e tiskarint he zourioù. Raklañ a rin he foultr diwarni, hag e rin anezhi evel ur roc'h noazh.


e c’hourc’hemenno an aberzhour tennañ ar vein emañ warno ar gouli hag o zeurel er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.


Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.


Diskaret e vo an ti, e vein, e goad hag holl bri-raz an ti. O c’haset e vint er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.


hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C’hergezeniz, daou zen dalc’het gant diaouled, o tont eus ar bezioù, a zeuas d’e gavout. Ken dañjerus e oant ma ne c’helle den tremen dre an hent-se.


En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos