Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c’hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec’h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n’int ket, hag ec’h eus kavet anezho gaouiat.
Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.