Leviegezh 11:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
40 an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.
Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.
An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.
An den glan a raio sparfadur war an hini dic'hlan d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e c'hlanaat a raio d'ar seizhvet deiz. Hag e kanno e zilhad hag en em walc'ho en dour, glan e vo d'an noz.
Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
Ne zebrot ket ul loen marvet anezhañ e-unan; e reiñ a ri d'an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù hag eñ en debro, pe en gwerzhi d'un diavaeziad, rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.
Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.