Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.
an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.
An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.
Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.
Piv bennak eus lignez Aaron hag a vo lovr pe en devo ur berad, ne zebro ket eus an traoù santel betek ma vo glanaet. An hevelep doare eo evit an hini en devo stoket ouzh un den dic’hlanaet gant unan marv, pe evit an hini a zeuio dioutañ sper kediadenn,
Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.