Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 11:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Dic’hlan e vint evidoc’h e-touez an holl stlejviled; an hini a stoko outo pa vint marv a vo dic’hlan betek an noz.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 11:31
11 Referencias Cruzadas  

Doue a lavaras: Ra broduo an doureier boudoù bev a-fonn, ha ra nijo laboused a-us d'an douar war-zu astennidigezh an neñvoù.


an avalaouer, ar ran, ar vaot, ar velc’hwedenn, ar c’hameleon.


Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.


Ne zebrot ket eus o c’hig ha ne stokot ket ouzh o c’horfoù marv, dic’hlan e vint evidoc’h.


An hini a vo aet e-barzh an ti e-pad an holl amzer ma oa bet serret a vo dic’hlan betek an noz.


An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.


An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.


Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.


An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, met e walc’ho e gorf en dour;


An aberzhour a ganno e zilhad hag a walc'ho e gorf en dour. Goude-se e tistroio d'ar c'hamp, hag e vo dic'hlan an aberzhour betek an noz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos