Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Savet en deus ur voger en-dro din ma ned in ket er-maez, pounneraet en deus va hern.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 3:7
11 Referencias Cruzadas  

Serret en deus va hent, ha ne c'hellan ket tremen. Lakaet en deus teñvalijenn war va gwenodennoù.


Perak d'un den n'anavez ket e hent, hag a zo kelc'hiet gant Doue a bep tu?


Da fulor a bouez warnon, ha da holl goummoù a vec'hi ac'hanon.  Ehan


Pellaet ec'h eus diouzhin ar re a anavezan, va lakaet ec'h eus da vezañ evito un dra euzhus, serret on ha ne c'hellan mont kuit.


Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.


Ha bremañ, setu e tieuban ac'hanout hiziv eus ar chadennoù a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec'h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec'h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont.


Yev va direizhderioù a zo ereet gant e zorn. Gweadennet int, hag e pouezont war va gouzoug. Torret en deus va nerzh, an AOTROU en deus va lakaet etre daouarn na c'hellan ket stourm outo.


Serret en deus va hentoù gant mein-ben, distrujet eo va gwenodennoù.


Heskinet omp, ar yev war hor gouzoug. Faezh ez omp ha n'hon eus diskuizh ebet.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


Setu perak ez an da serriñ da hent gant spern. Sevel a rin ur voger, en doare ma ne gavo ket he gwenodennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos