6 Va lakaet en deus da chom e lec'hioù teñval, evel ar re a zo marv abaoe pell.
An enebour a glask va ene, gwaskañ a ra va buhez d'an douar, va lakaat a ra da chom en deñvalijenn, evel a re a zo marv abaoe pell zo.
AOTROU, hast respont din! Va spered en em guzum. Na guzh ket da zremm ouzhin, gant aon na zeufen da vezañ heñvel ouzh ar re a ziskenn er poull.
Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhañ a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez' ez omp en ul lec'h druz evel tud varv.