Klemmganoù 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Juda a zo bet harluet, er glac'har eo hag en ur sklavelezh bras. Emañ o chom e-touez ar broadoù ha ne gav diskuizh ebet. E holl heskinerien o deus e dapet en enkrez.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.
Neuze un toull-freuz a voe graet da gêr, hag an holl dud a vrezel a dec'has da noz dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gêr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.
Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.
Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas hiniennoù eus an dud paourañ, an nemorant a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.
He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.
Youc'hal a raed dezho: En em dennit! Dic'hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec'h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N'o devo ken chomlec'h ebet.
Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.