Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 1:4
19 Referencias Cruzadas  

He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.


Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiñ kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket hag ober anezho toulloù evit an aourgon.


Juda a zo bet e kañv, e zorojoù a zo mantret, glac'haret, gourvezet d'an douar, ha kriadegoù Jeruzalem a sav.


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Klevout a reont ac'hanon oc'h huanadiñ, ha nikun na'm frealz. Va holl enebourien o deus klevet va gwalleur hag o deus laouenaet gant ar pezh ac'h eus graet. Kas a ri an deiz, en disklêrii, ma vint heñvel ouzhin.


An dud yaouank o deus douget ar maen-milin, ar vugale o deus brañsellet dindan sammoù koad.


An henaourien n'emaint ken ouzh an dorojoù, an dud yaouank ouzh o sonerezh.


Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.


kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù.


Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos