Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 8:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ar re a oa e ged a savas buan eus al lec'h ma oant, hag en em lakajont da redek, kerkent ha m'en doa astennet e zorn. Hag ez ejont e kêr, hag e kemerjont anezhi, hag e hastjont lakaat an tan enni.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 8:19
5 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a lavaras da Jozue: Astenn ar speg a zo ez torn war-zu Ai, rak me a lakaio anezhi etre da zaouarn. Jozue a astennas war-zu kêr ar speg a oa en e zorn.


Ober a ri da Ai ha d'e roue evel ma ec'h eus graet da Jeriko ha d'e roue, nemet e kemerot evidoc'h ar preizh hag al loened. Laka ur ged ouzh kêr, en a-dreñv.


Tud Ai, o sellout war o lerc'h, a sellas moged kêr a bigne war-zu an neñv. N'o doa ket tu da dec'hout amañ pe ahont. Hag ar bobl a dec'he war-zu ar gouelec'h en em droas a-enep ar re a yae war o lerc'h,


Holl dud Israel a savas eus al lec'h ma oant, hag en em renkjont e Baal-Tamar. Tud Israel lakaet e spi a ziflukas eus al lec'h ma oant, eus prad Gibea.


Ar re lakaet e spi a hastas en em deurel war C'hibea, hag ar re lakaet e spi a gerzhas hag a skoas war holl c'hêr gant troc'h ar c'hleze.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos