Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 6:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Nemet en em virit ouzh an traoù lakaet da verz, gant aon na en em lakafec'h da verz o kemer eus an traoù lakaet da verz, ha na lakafec'h kamp Israel da verz ha na vefec'h trubuilh ennañ.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 6:18
20 Referencias Cruzadas  

Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.


Gwelloc'h eo ar furnez eget ar binvioù-brezel, met ur pec'her hepken a laka koll madoù bras.


Hag e respontas dezho: Va c'hemerit ha va zaolit er mor, hag e sioulaio ar mor en ho keñver, rak gouzout a ran ez eo en abeg din eo deuet warnoc'h ar gorventenn-se.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.


n’ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc’h kondaonit anezho.


Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,


Ma vez unan bennak ac'hanoc'h dic'hlan en abeg d'ur gudenn e-pad an noz, e yelo er-maez eus ar c'hamp ha ne zeuio ket en-dro d'ar c'hamp;


Ne zegasi ket traoù euzhus da'z ti, evit na vi ket lakaet da verz evelto; heug az po outañ, euzh az po outañ, rak lakaet da verz ez int.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.


Sav, santela ar bobl ha lavar: En em santelait a-benn warc'hoazh, rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue Israel: Traoù lakaet da verz a zo en da greiz, Israel, ne c'helli ket derc'hel ouzh da enebourien, ken n'ho po lamet an traoù lakaet da verz eus ho touez.


An hini a vo tapet o kaout eus traoù lakaet da verz a vo devet en tan, eñ a kement a zo dezhañ, rak torret en deus emglev an AOTROU ha graet en deus un euzhusted en Israel.


Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.


Bugale vihan, diwallit diouzh an idoloù! Amen.


Met Saül hag ar bobl a espernas Agag hag ar re wellañ eus an deñved, eus an ejened, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement a oa mat, ne fellas ket dezho o lakaat da verz. Ha nemet ar pezh a oa disprizus ha dister a voe lakaet da verz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos