8 Pa voe echu amdroc'h an holl bobl, e chomjont er c'hamp betek ma voent pareet.
Hag e c'hoarvezas d'an trede deiz, pa oant er boan, ma kemeras daou eus mibien Jakob, Simeon ha Levi breudeur Dina, pep hini e gleze, ha ma en em daoljont war ar gêr e peoc'h hag e lazhjont an holl bared.
Savet en deus o mibien en o lec'h, hag ar re-se eo a voe amdroc'het gant Jozue, rak diamdroc'h e oant, ne oant ket bet amdroc'het en hent.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv em eus ruilhet diwarnoc'h dismegañs an Ejipt. Al lec'h-se a voe galvet Gilgal, a zo e anv betek hiziv.