Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 22:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Pa glevas Fineas an aberzhour, priñsed ar vodadenn ha pennoù milieroù Israel a oa gantañ ar c'homzoù a lavaras mibien Ruben, mibien Gad ha mibien Manase, e voent sederaet.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 22:30
11 Referencias Cruzadas  

Ezaü, o welout eta e tisplije merc'hed Kanaan da Izaak e dad,


An dra-se a blijas d'ar roue ha d'an holl vodadenn,


Ar gomz-se a blijas d'ar roue ha d'e briñsed, hag ar roue a reas hervez ar pezh en doa lavaret Memukan.


Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.


O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.


Pell diouzhimp dispac'hañ a-enep an AOTROU pe en em zistreiñ hiziv diouzh lerc'h an AOTROU , en ur sevel un aoter evit loskaberzhoù, donezonoù pe aberzhoù, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!


Fineas mab Eleazar an aberzhour a lavaras da vibien Ruben, da vibien Gad ha da vibien Manase: Gouzout a reomp hiziv emañ an AOTROU en ho touez, pa n'hoc'h eus ket graet an torfed-se a-enep an AOTROU ; bremañ hoc'h eus dieubet mibien Israel eus dorn an AOTROU .


Mibien Israel a voe sederaet gant kement-se, mibien Israel a vennigas Doue, ha ne gomzjont ken da bignat d'ober brezel dezho evit distrujañ ar vro m'edo o chom enni mibien Ruben ha mibien Gad.


Doue en deus lakaet en ho taouarn renerien Vadian Oreb ha Zeeb. Petra am eus gallet ober e-skoaz ganeoc'h? O spered a voe sioulaet p'en doe lavaret kement-se.


Akish a c'halvas David hag a lavaras dezhañ: An AOTROU a zo bev! Te a zo un den eeun, hag e karjen da welout o tont er-maez hag o vont er c'hamp ganin, rak ne'm eus kavet netra fall ennout abaoe an deiz ma'z out deuet da'm c'havout betek hiziv. Met ne blijez ket d'ar briñsed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos