Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 22:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Pell diouzhimp dispac'hañ a-enep an AOTROU pe en em zistreiñ hiziv diouzh lerc'h an AOTROU , en ur sevel un aoter evit loskaberzhoù, donezonoù pe aberzhoù, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!

Ver Capítulo Copiar




Jozue 22:29
16 Referencias Cruzadas  

Eñ a lavaras: Pell diouzhimp ar soñj d'ober evel-se! An den a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn a vo va sklav, met c'hwi, adpignit e peoc'h etrezek ho tad.


Respont a rejont dezhañ: Perak e komz va mestr evel-se? Pell diouzh da servijerien ar soñj d'ober un hevelep tra.


Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.


Ha mar lavarit din: Ni a laka hor fiziañs en AOTROU hon Doue, daoust ha n'en deus ket lamet Ezekiaz e uhellec'hioù hag e aoterioù, en ur lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mañ e Jeruzalem e stouot?


Ha n'eo ket eñ, Ezekiaz, an hini en deus lamet kuit e uhellec'hioù hag e aoterioù, hag en deus roet an urzh-mañ da Juda ha da Jeruzalem o lavarout: Dirak un aoter hepken e stouot, ha warni e lakaiot da vogediñ?


N’eo ket! Anez, penaos e varnfe Doue ar bed?


N’eo ket! Marv omp d’ar pec’hed, penaos e c’hellfemp bevañ c’hoazh ennañ?


Petra a lavarimp eta? Ha bez’ ez eus direizhder e Doue? N’eo ket!


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


Ma hon eus savet un aoter evit en em zistreiñ diouzh an AOTROU , ha mard eo evit kinnig warni loskaberzhoù ha donezonoù, pe evit profañ aberzhoù a drugarekadennoù, ra c'houlenno kont an AOTROU e-unan,


Lavaret hon eus: Labouromp da sevel un aoter, ha ne vo ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù,


Lavaret hon eus: Pa gomzint evel-se, deomp pe d'hor rummadoù war hol lerc'h, e lavarimp: Gwelit stumm aoter an AOTROU o deus graet hon tadoù, ha ne oa ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù, met evit ma vefe un test etre ni ha c'hwi.


Pa glevas Fineas an aberzhour, priñsed ar vodadenn ha pennoù milieroù Israel a oa gantañ ar c'homzoù a lavaras mibien Ruben, mibien Gad ha mibien Manase, e voent sederaet.


Neuze ar bobl a respontas: Pell diouzhimp ar soñj da zilezel an AOTROU evit servijañ doueoù all!


Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos