Joab a respontas: Ra fello d'an AOTROU kreskiñ e bobl kant gwech kement ha ma'z eo, o roue va aotrou! Ha n'int ket holl servijerien va aotrou? Perak e klask va aotrou kement-se? Perak e vefe Israel tamallet a gement-se?
Adalek ar mare ma tistroas Amazia a-ziouzh an AOTROU, e voe graet un irienn a-enep dezhañ e Jeruzalem, hag e tec'has da Lakish. Met kaset e voe war e lerc'h da Lakish, hag e voe lazhet eno.
a dalas ouzh ar roue Ozia, o lavarout dezhañ: N'eo ket dit, Ozia, da lakaat da vogediñ ezañs d'an AOTROU, met d'an aberzhourien, mibien Aaron, santelaet evit lakaat da vogediñ an ezañs. Kae er-maez eus ar santual, rak pec'het ec'h eus, ha kement-se ne vo ket evit da c'hloar dirak an AOTROU Doue.
hag a lavarjont dezho: Ne lakaiot ket ar brizonidi da zont amañ, rak kablus ez omp dirak an AOTROU. Fellout a ra deoc'h c'hoazh lakaat kement-se war hor pec'hedoù hag hor fazioù, pa'z omp dija gwall gablus, hag ez eo kounnar entanet an AOTROU war Israel.
AOTROU Doue Israel, te a zo reizh! Menel a reomp ur restad ac'hanomp oc'h achap, evel ma vez gwelet hiziv. Setu ni dirak da zremm gant hor pec'hed, ha ne c'hellfemp ket chom dirazout en abeg da-se.
Rak kemeret o deus o merc'hed evito hag evit o mibien, hag ar ouenn santel a zo bet kemmesket gant pobloù ar broioù-mañ. Ha renerien ar bobl hag ar c'houarnourien a zo bet ar re gentañ oc'h ober ar pec'hed-se.
Distroet int buan eus an hent em boa merket dezho. Graet o deus ul leue teuzet, daoulinet o deus dirazañ, aberzhet o deus dezhañ ha lavaret o deus: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.
An Amalekited hag ar Gananeiz a zo aze dirazoc'h, hag e kouezhot dre ar c'hleze abalamour ma oc'h distroet diouzh an AOTROU; an AOTROU ne vo ket ganeoc'h.
Komz da vibien Israel: Pa o devo graet ur gwaz pe ur wreg ur pec'hed bennak evel ar re a reer e-keñver an dud, o tismegañsiñ an AOTROU, ha ma vo evel-se en em lakaet kablus,
Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc’hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc’h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh.
Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,
Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc'h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc'h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiñ hiziv ouzh an AOTROU?
An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.