14 ha dek priñs gantañ, ur priñs dre bep ti tadel eus pep meuriad Israel. Pep hini anezho a oa ur penn eus e di tadel e-touez milieroù Israel.
Moizez a zibabas a-douez holl Israel tud barrek hag o lakaas renerien war ar bobl, renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.
Hag e vo ganeoc'h un den dre veuriad, pep hini o vezañ penn-bras eus ti e dadoù.
Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout: