20 Ha mar kontez hon afer, e vimp kuit eus al le ec'h eus graet deomp touiñ.
An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, met an hini a zo leal a spered a guzh an afer.
Mard a unan bennak anezho er-maez eus dorojoù da di, e wad a vo war e benn ha ni a vo didamall, met evit ar re a vo ganit en ti, o gwad a vo war hor penn mar befe lakaet an dorn war unan bennak anezho.
Respont a reas: Ra vo evel ma hoc'h eus lavaret. Goude-se o lezas da vont kuit hag ez ejont. Hag e skoulmas ar gordennig ruz-mouk ouzh ar prenestr.