Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Mard a unan bennak anezho er-maez eus dorojoù da di, e wad a vo war e benn ha ni a vo didamall, met evit ar re a vo ganit en ti, o gwad a vo war hor penn mar befe lakaet an dorn war unan bennak anezho.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 2:19
23 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.


Seul vuioc'h, p'o deus tud fall lazhet un den mat en e di, war e wele, daoust ha ne adc'houlennin ket bremañ e wad eus ho torn, ha n'ho tilamin ket a-ziwar an douar?


An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.


Ar gwad a vo evidoc'h un arouez war ho tiez e-lec'h ma viot. Me a welo ar gwad hag e tremenin dreist deoc'h, ha ne vo gwalenn a gastiz ebet en ho touez pa skoin war vro Ejipt.


Kemerit ur boked sikadez, soubit anezhañ er gwad a vo er girin, ha sparfit gourin ha daou bost an nor gant gwad eus ar girin. Ra n'aio hini ac'hanoc'h er-maez eus e di betek ar beure.


An AOTROU a dremeno evit skeiñ war an Ejipt hag a welo ar gwad war ar gourin ha war an daou bost; an AOTROU a dremeno dreist an nor ha ne lezo ket an distrujer da vont da skeiñ en ho tiez.


Mar kousk un den gant gwreg e dad, e tizoloio noazhder e dad; bez’ e vint o-daou lakaet d’ar marv, o gwad a vo warno.


Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv; milliget en devo e dad pe e vamm, e wad a vo warnañ.


an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di,


Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.


Setu perak ho kemeran hiziv da destoù ez on naet eus gwad pep hini ac’hanoc’h,


Paol a lavaras d’ar c’hantener ha d’ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c’hellot ket bezañ saveteet.


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?


Bremañ eta, touit din me ho ped, dre an AOTROU , penaos, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keñver, e tiskouezot ivez madelezh e-keñver ti va zad; roit din ur brouenn asur,


Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver.


Ha mar kontez hon afer, e vimp kuit eus al le ec'h eus graet deomp touiñ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos