Setu anvioù ar meuriadoù: Adalek penn an hanternoz, a-hed hent Hetlon, betek digor Hamad, Hazar-Enan, harz Damask war-zu an hanternoz, war vevenn Hamad, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Dan.
Jozue a skoas eta war ar vro holl, war ar menez, ar c'hreisteiz, ar blaenenn, ar c'hrec'hioù, gant o holl rouaned. Ne lezas den da dec'hout kuit, hag e lakaas da verz kement a anale, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU Doue Israel.
En amzer-se ne oa roue ebet en Israel, hag en amzer-se e klaske meuriad Dan kaout un hêrezh evito da chom enni, rak betek-henn ne oa degouezhet hêrezh ebet dezho e-touez meuriadoù Israel.