Ha Menahem mab Gadi a bignas eus Tirza, a yeas e Samaria, a skoas war Shallum mab Jabez e Samaria, hag a lazhas anezhañ. Hag e teuas da roue en e lec'h.
O mibien a zeuas e-barzh hag a berc'hennas ar vro, izelaet ec'h eus dirazo ar Gananeiz, annezidi ar vro, hag o lakaet ec'h eus etre o daouarn, gant o rouaned ha pobloù ar vro, evit ma rafent dezho hervez o c'hoant.