Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ne voe deiz ebet evel hennezh, nag a-raok na goude, ma selaouas an AOTROU mouezh un den, rak an AOTROU a vrezelas evit Israel.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 10:14
13 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a stourmo evidoc'h, ha c'hwi a chomo sioul.


Hag e lamas rodoù o c'hirri a voe bleniet gant bec'h. Neuze an Ejipsianed a lavaras: Tec'homp dirak Israel rak an AOTROU a stourm evito a-enep an Ejipsianed.


Emaon o vont da lakaat da souzañ en-adreñv a zek derez skeud an derezioù en deus dija diskennet war horolaj-heol Akaz. Hag e kilas an heol eus dek derez diwar an derezioù en doa dija diskennet.


An AOTROU a yelo er-maez hag a stourmo a-enep ar broadoù-se, evel p’en deus stourmet da zeiz an emgann.


An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h.


An AOTROU ho Toue a gerzh dirazoc'h hag a stourmo e-unan evidoc'h, evel m'en deus graet evidoc'h en Ejipt dirak ho taoulagad,


Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal.


Jozue a gemeras en ur wech an holl rouaned-se hag o broioù, rak an AOTROU Doue Israel a vrezele evit Israel.


Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU ho Toue d'an holl vroadoù-mañ dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue eo an hini en deus stourmet evidoc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos