Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 An heol a chomas a-sav, al loar a arsavas ivez, betek m'en doe en em veñjet ar bobl eus hec'h enebourien. Ha n'eo ket skrivet-se e levr Jasher? An heol a arsavas e-kreiz an neñvoù ha ne hastas ket d'en em guzhat war-dro un devezh leun.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 10:13
29 Referencias Cruzadas  

hag e c'hourc'hemennas he deskiñ da vibien Juda. Gwerz ar Wareg eo; setu emañ skrivet e Levr ar Gwirion:


Ezekiaz a lavaraz: Nebeut a dra eo ma'z afe ar skeud a-raok a zek derez; met kentoc'h, ra souzo a-dreñv a zek derez!


Al lizheroù skrivet evel-se a zouge ma vije embannet an urzh-se e pep proviñs, ha ma vije meneget d'an holl bobloù, evit ma vije prest ar Yuzevien, en deiz-se, d'en em veñjiñ eus o enebourien.


Komz a ra ouzh an heol, ha ne sav ket. Lakaat a ra ur siell war ar stered.


Meulit anezhañ heol ha loar! Meulit anezhañ stered lugernus!


N'eo ket ur ger, n'int ket komzoù na glever ket o mouezh.


Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.


Emaon o vont da lakaat da souzañ en-adreñv a zek derez skeud an derezioù en deus dija diskennet war horolaj-heol Akaz. Hag e kilas an heol eus dek derez diwar an derezioù en doa dija diskennet.


An douar a greno dirazo, an neñvoù a vo brañsellet, an heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.


An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


An heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.


An heol hag al loar a chom a-sav en o annez; mont a reont diouzh gouloù da viroù o nijal, diouzh lugern da c'hoaf skedus.


Setu perak eo lavaret e levr brezelioù an AOTROU: "Vaheb e Sufa, ha froud an Arnon,


Veñj mibien Israel eus ar Vadianiz, ha goude e vi dastumet gant da bobl.


Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.


evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.


Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?


An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.


Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.


Ne voe deiz ebet evel hennezh, nag a-raok na goude, ma selaouas an AOTROU mouezh un den, rak an AOTROU a vrezelas evit Israel.


Ar gêr n’he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?


Me a sellas pa zigoras ar c’hwec’hvet siell ha setu, ur c’hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac’had reun, al loar a zeuas evel gwad,


Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.


Samzun a bedas an AOTROU hag a lavaras: Aotrou AOTROU, da bediñ a ran, az pez soñj ac'hanon! O Doue, ro din nerzh, ar wech-mañ hepken, ha ma tennin veñjañs eus ar Filistined evit koll va daoulagad.


Bennigit an AOTROU! Rak ez eus bet pennoù hag o deus kemeret ar stur en Israel, hag ar bobl he deus diskouezet bolontez vat.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos