Ar re a wel ac'hanout a baro o daoulagad warnout, sellout a raint gant evezh ouzhit: Hag aze emañ an hini a lakae an douar da grenañ, a vrañselle ar rouantelezhioù,
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac'har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù.
Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Babilon, hag ar soñjoù en deus graet a-enep bro ar Galdeiz: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!
Diouzh tu Dan e vez klevet c'hwirinadeg e gezeg, an holl zouar a gren gant trouz gourriziadennoù e re greñv. Dont a reont da zebriñ ar vro hag ar pezh a zo enni, kêr hag ar re a zo o chom enni.
An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kañv? An holl vro a zevero evel ur stêr a zic'hlann hag a goazh, evel stêr an Ejipt.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.