Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 51:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Kempennit a-enep dezhi ar broadoù, rouaned Media, he gouarnerien hag hec'h holl renerien, hag an holl vro dindani.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 51:28
18 Referencias Cruzadas  

Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek ha Tiraz.


Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek, Tiraz.


er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl briñsed ha d'e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ.


Diwar-benn an holl oberoù eus galloud ha nerzh Mardoke, ha diwar-benn munudoù e vraster, rak e voe uhelaet gant ar roue, ha n'eo ket skrivet e levr Danevelloù rouaned Media ha Persia?


Setu, emaon o vont da sevel ar Veded en o enep, ne vint ket dedennet gant an arc'hant, ha ne lakaint ket o flijadur en aour.


Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.


Rak pobloù galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoù hag hervez labour o daouarn.


da holl rouaned Zimri, da holl rouaned Elam, da holl rouaned Media,


Setu, ur bobl a zeuio eus an hanternoz, ur vroad vras ha rouaned niverus a zihuno eus pennoù pellañ an douar.


Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.


Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.


An douar a greno hag a vo er poanioù, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezañ ur gouelec'h hep tud.


Plijout a reas da Zariuz lakaat war ar rouantelezh kant ugent satrap, a dlee bezañ en holl rouantelezh,


Bremañ, o roue, gra an difenn ha sin ar skrid, evit na vo kemmet netra ennañ hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus.


An tourz ac'h eus gwelet hag en doa daou gorn eo rouaned ar Veded hag ar Bersed.


D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezañ roue war rouantelezh ar Galdeiz,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos