Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:15
44 Referencias Cruzadas  

An holl bennoù, hag an dud kadarn, hag holl vibien ar roue David zoken a asantas da blegañ d'ar roue Salomon.


Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.


evit ober veñjañs war ar broadoù, evit kastizañ ar pobloù,


Doue ar veñjañsoù, AOTROU, Doue ar veñjañsoù, laka da splannder da lugerniñ!


Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.


Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.


evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veñjañs a-berzh hon Doue, evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,


Rak deiz ar veñjañs a zo em c'halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.


An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.


En em renkit en-dro da Vabilon, c'hwi holl a antell ar wareg; tennit a-enep dezhi, n'espernit ket ar biroù, rak pec'het he deus a-enep an AOTROU.


An AOTROU en deus digoret e harnezerezh, tennet en deus er-maez armoù e gounnar, rak an Aotrou, AOTROU an armeoù, en deus ul labour d'ober e bro ar Galdeiz.


Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Babilon da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?


Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.


AOTROU an armeoù en deus touet drezañ e-unan: A-dra-sur da leuniañ a rin a dud evel kilheien-raden, a laosko a-enep dit kriadegoù a vrezel.


Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.


Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.


Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tifennin da gaoz ha da veñjiñ a rin; disec'hañ a rin he mor hag e lakain he mammenn da hesk.


Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan.


Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.


hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.


Astennet hon eus hon dorn war-zu Ejipt hag Asiria, evit kaout hor gwalc'h a vara.


Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n'en em saveteo ket.


Ha me ivez, me a skoio dorn ouzh dorn, hag e sevenin va c'hounnar, eme an AOTROU.


An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.


Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.


Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma’c’h erruo an holl draoù a zo skrivet.


N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.


Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Mar lemman luc'hedenn va c'hleze, ha mar krog va dorn er varnedigezh, e tennin veñjañs eus va enebourien, hag e kastizin ar re a gasa ac'hanon,


Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.


evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Ar bobl a laoskas kriadennoù hag e voe sonet gant ar shofaroù. Kerkent ha ma klevas an dud son ar shofaroù, e youc'hjont a-bouez penn, hag ar voger a gouezhas anezhi hec'h-unan. Ar bobl a bignas e kêr, pep hini dirazañ, hag e kemerjont ar gêr.


Pa sonint pell gant ar c'horn tourz, adalek ma klevot son ar shofar, an holl bobl a laosko kriadennoù bras, ha neuze moger kêr a gouezho anezhi hec'h-unan, hag ar bobl a bigno, pep hini dirazañ.


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


Grit dezhi evel ma he deus graet deoc’h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m’he deus mesket, meskit dezhi an daougement.


rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c’hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.


Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoù dirak an AOTROU e Gilgal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos