Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 En em renkit en-dro da Vabilon, c'hwi holl a antell ar wareg; tennit a-enep dezhi, n'espernit ket ar biroù, rak pec'het he deus a-enep an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:14
21 Referencias Cruzadas  

Joab, o welout e oa an arme troet a-enep dezhañ a-dreñv hag a-raok, a zibabas soudarded a-douez holl re wellañ Israel, hag o renkas a-enep ar Siriz,


va gwalc'h da vat eus va direizhder, ha va glana eus va fec'hed,


War ar menezioù e vez klevet trouz un engroez, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioù a bobloù dastumet. AOTROU an armeoù a ra gweladeg war an arme evit ar brezel.


O biroù a zo lemm, o holl waregoù a zo stegnet, karnioù o c’hezeg a zo evel mein, rodoù o c'hirri a zo evel un avel-dro,


Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.


Klevet em eus kement-mañ a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset d'ar broadoù: Dastumit ha deuit a-enep dezhi! Savit evit ar brezel!


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da derriñ gwareg Elam, e nerzh brasañ.


Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,


Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.


Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.


An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.


Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.


Hag e kasan a-enep Babilon gwenterien a wento anezhi hag a c'houllondero he bro. Dont a raint warni a bep tu, en deiz ar gwalleur.


Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.


Ra vo stegnet ar wareg a-enep an hini a stegn e wareg hag a-enep an hini a fiz en e hobregon! Ha n'espernit ket he zud eus an dibab, distrujit hec'h holl arme en he fezh.


Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.


David a savas eta mintin mat, a lezas an deñved gant ur mêsaer, a gemeras e samm, hag a yeas evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ Jese. Erruout a reas er c'hamp, an arme a yae hag en em renke evit an emgann, hag e laoskjont youc'hoù brezel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos