Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.
Aet int en-dro da zireizhder o zadoù kentañ, ar re o deus nac'het selaou ouzh va c'homzoù hag a zo aet war-lerc'h doueoù all evit o servijañ. Ti Israel ha ti Juda o deus torret va emglev am eus graet gant o zadoù.
Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.
Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug ez enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriñ ac'hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet en deus pep hini kaleter e galon fall. Hag em eus degaset warno holl gomzoù an emglev am eus gourc'hemennet dezho mirout, ha n'o deus ket miret.
Ar bobl drouk-mañ, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c'homzoù, hag a gerzh hervez kaleter o c'halon, hag a ya war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, a vo evel ar gouriz-mañ n'eo ken mat da netra.
Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.