Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 39:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Kemer eñ hag evesha warnañ, na ra droug ebet dezhañ, met gra dezhañ evel ma lavaro dit.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 39:12
12 Referencias Cruzadas  

Pa blij d'an AOTROU hentoù un den, e sioula en e geñver zoken e enebourien.


Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.


Perak teurel da zaoulagad war madoù na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neñvoù.


Hag an AOTROU a lavar: Ha ne virin ket ac'hanout evit ar mad? Ha ne rin ket d'an enebour pediñ ac'hanout en amzer ar glac'har hag en amzer an estrenvan?


Hag e tieubin ac'hanout eus dorn ar re zrouk, hag e tasprenin ac'hanout eus dorn ar re daer.


Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken.


Nebuzaradan penn ar warded, gant Nebushazban penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon,


Ha bremañ, setu e tieuban ac'hanout hiziv eus ar chadennoù a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec'h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec'h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont.


pa vefent kaset en harlu dirak o enebourien, e c'hourc'hemennin d'ar c'hleze o lazhañ, hag e lakain va daoulagad warno evit ober droug dezho ha nann mad.


Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos