Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Mar deu ar reolennoù-se da baouez araozon, eme an AOTROU, gouenn Israel a baouezo ivez da vezañ ur vroad da viken.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:36
13 Referencias Cruzadas  

Hag ec'h anavezez reolennoù an neñvoù, hag ec'h urzhiez o renadur war an douar?


met te a zo bepred an hevelep hini, ha da vloavezhioù n'echuint ket.


O AOTROU, da gomz a bad da viken en neñvoù.


Startaet en deus anezho dalc'hmat ha da viken, roet en deus ul lezenn na dremeno ket.


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Da zoujañ a reor e-keit ha ma pado an heol hag al loar, a oad da oad.


Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hêr da'm menezioù, ha va re zibabet a berc'henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.


Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.


Me a lavarfe: O stlabezañ a rin, hag e tiverkin o eñvor a-douez an dud!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos