Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Jeremiaz 31:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Evel-henn e komz an AOTROU: Mar gell an neñvoù en nec'h bezañ muzuliet, mar gell diazezoù an douar en traoñ bezañ furchet, neuze e taolin kuit holl ouenn Israel, en abeg da gement o deus graet, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:37
13 Referencias Cruzadas  

Ha komprenet ec'h eus ledennad an douar? Mar anavezez kement-se, disklêr!


Kanañ a rin da viken madelezhioù an AOTROU. Va genoù a embanno da fealded a oad da oad.


Piv a zo pignet d'an neñvoù ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?


Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neñvoù? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c'hroched ar menezioù, hag ar c'hrec'hioù gant ar valañs?


Kement-mañ a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n'en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c'hourdrouzfen ken ac'hanout.


Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hêr da'm menezioù, ha va re zibabet a berc'henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.


Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall.


Evel na c'heller ket niveriñ arme an neñvoù, na muzuliañ traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac'hanon.


Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos