Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek ilinad eus ur riblenn d'eben. Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhañ e oa ur gordenn a dregont ilinad.
Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c'holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.
Diwar-benn ar c'holonennoù, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad. Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad, war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he roued a oa heñvel.
An enebour en deus astennet e zorn war hec'h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da'z podadenn.
An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.