Hag e raent ur c'han-ha-diskan, o veuliñ hag o trugarekaat an AOTROU evel-henn: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken evit Israel! Hag an holl bobl a laoske kriadennoù bras a levenez, o veuliñ an AOTROU dre ma veze diazezet ti an AOTROU.
Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!
ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,