Izaia 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Serafined en em zalc'he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent.
Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia?
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Unan eus eskell ur cherubin he doa pemp ilinad, hag askell all ar cherubin he doa pemp ilinad; adalek penn un askell betek penn an askell all e oa dek ilinad.
Hag e lakaas ar cherubined e-barzh an ti, etrezek ar foñs, hag e voe astennet eskell ar cherubined, e doare ma stoke askell unan anezho ouzh ar voger, hag askell ar cherubin all ouzh ar voger all, hag en em stoke o eskell, unan ouzh egile, e-kreiz an ti.
Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d'an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.
Ar cherubined a astenno o eskell d'an nec'h, o c'holeiñ gant o eskell al lec'h-a-drugarez, hag o dremmoù a vo an eil etrezek egile. Dremmoù ar cherubined a vo troet etrezek al lec'h-a-drugarez.
Ar cherubined a astenne o eskell d'an nec'h, o c'holeiñ gant o eskell al lec'h-a-drugarez, hag o dremmoù a oa an eil etrezek egile. Dremmoù ar cherubined a oa troet etrezek al lec'h-a-drugarez.
Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar mouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C'halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhañ.
Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.
Pa'z ae ar cherubined, ar rodoù a yae en o c'hichen, pa zisplege ar cherubined o eskell evit sevel diwar an douar, ar rodoù ivez ne zistroent ket diouzh o c'hichen.
Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.
evel ma komzen c'hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da'm c'havout, da goulz donezon an abardaez.
Hemañ a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar re en em zalc'he dirazañ: Lamit e zilhad lous diwarnañ. Hag e lavaras: Gwel, graet em eus da'z tireizhder mont kuit diwarnout, hag e wiskan ac'hanout gant dilhad kaer.
Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.
Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!
Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ!