Izaia 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!
evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.
Rak ar gêr greñv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec'h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.
degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.
Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.