Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 26:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 26:9
28 Referencias Cruzadas  

Eñ eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioù a zo war an douar holl.


Eñ eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioù a zo war an douar holl.


En noz em eus soñj eus da anv, o AOTROU, hag e viran da lezenn.


Sevel a ran da hanternoz evit da veuliñ, abalamour da'z parnedigezhioù reizh.


Va ene a c'hortoz an AOTROU, muioc'h eget ne ra ar warded ar beure.


An den reizh a laouenaio pa en devo gwelet ar veñjañs, gwalc'hiñ a raio e dreid e gwad an hini drouk.


Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.


Evel-se e vennigin ac'hanout va buhez pad, sevel a rin va daouarn en da anv.


Kouezhañ a reont dre o zeodoù o-unan. An holl re a wel anezho a hej o fenn.


Pa lazhe anezho, e c'halvent anezhañ, en em lakaent da glask Doue.


Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma'z aint da get!


Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.


Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Klaskit an AOTROU e-pad ma en em gav, galvit anezhañ e-pad m'emañ tost.


Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.


An AOTROU a zo mat evit ar re a zo en gortoz dezhañ, evit an ene a glask anezhañ.


Bez' e vi un dismegañs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoù a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioù a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoù fuloret. Me an AOTROU am eus komzet.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno.


En amzer-se, ez eas war ar menez da bediñ hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.


D’an eur-se e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c’hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos