Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?
Doue a lavaras c'hoazh da Voizez: Evel-henn e komzi da vibien Israel: An AOTROU , Doue ho tadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob, en deus va c'haset d'ho kavout. Hennezh eo va anv da viken, hennezh eo va eñvor a lignez da lignez.
AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.
En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.
Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!
Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.
Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet.
O vezañ o dastumet, e c’hourc’hemennas dezho na bellajent ket diouzh Jeruzalem, met ma c’hortozjent promesa an Tad, an hini hoc’h eus klevet diganin, emezañ,