Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.
An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.
Un deiz a gounnar eo an deiz-se, un deiz a dristidigezh hag a anken, un deiz a zistruj hag a c'hlac'har, un deiz a deñvalijenn hag a zic'houloù, un deiz a goabr hag a vrumenn,
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.