Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c’hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec’h santel.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Rag great e oe an tabernacl kenta, en pehini e oa ar c’hantoleur, an daol, hag ar baraou consacret; hag hennes a oa galvet al leac’h santel.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 9:2
21 Referencias Cruzadas  

Ober a ri un daol e koad kasia, he hirder a vo daou ilinad, he ledander un ilinad, hec'h uhelder un ilinad hanter.


Hag e lakai war an daol ar baraoù a ginnig a vo dalc'hmat dirazon.


Ober a ri ur c'hantolor aour glan. Ar c'hantolor a vo graet gant ar morzhol; e droad, e skourroù, e galiroù, e avaloù hag e vleunioù a vo a-bezh gantañ.


Ober a ri an tabernakl gant dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a ri evel un oberenn arzour.


Lakaat a ri ar ouel dindan ar c'hlochedoù. Hag eno, en diabarzh d'ar ouel, e lakai da vont arc'h an Testeni. Ar ouel a zispartio evidoc'h al lec'h santel diouzh sant ar sent.


Lakaat a ri an daol en diavaez d'ar ouel, ar c'hantolor a-dal d'an daol, ouzh kostez an tabernakl a vo war-zu ar c'hreisteiz; hag e lakai an daol ouzh kostez an hanternoz.


Setu amañ ar pezh a ri dezho evit o santelaat, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. Kemer ur c'hole yaouank, daou dourz disi,


Ober a ri evel-se evit Aaron hag evit e vibien, hervez ar pezh am eus gourc'hemennet dit. O gouestlañ a ri e-pad seizh devezh.


D'an deiz kentañ eus ar miz kentañ, e savi an tabernakl, teltenn an engalv.


Degas a ri an daol hag e lakai warni ar pezh a dle bezañ lakaet. Degas a ri ar c'hantolor hag ec’h enaoui e lampoù.


penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?


ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c’hantolor, hag e ro sklêrijenn d’an holl dud an ti.


nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma’z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n’eo ket e hini,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos