Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 na galedit ket ho kalonoù evel ma c’hoarvezas e-doug an enebiezh e deiz an temptadur el lec’h distro,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hirio mar klevit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz pa stourmaz ar bobl ouzin, en deiz an dentation en desert,

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 3:8
28 Referencias Cruzadas  

Met n'o doa ket selaouet, ha reutaet o doa o gouzoug, evel m'o doa graet o zadoù, ha n'o doa ket kredet en AOTROU o Doue.


Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.


Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.


Met int, hon tadoù, a zo bet lorc'hus gant o gouzoug reut, ha n'o deus ket selaouet da c'hourc'hemennoù.


Fur eo e galon ha kreñv e c'halloud. Piv en deus stourmet outañ hag a zo en em gavet ervat?


En em reiñ a rejont d'an droukc'hoant er gouelec'h, hag e temptjont Doue el lec'h digenvez.


Temptañ a rejont Doue en o c'halon, o c'houlenn boued hervez o c'hoantegezh.


Met temptañ ha daeañ a rejont an Doue Uhel-Meurbet, ha ne virjont ket e destenioù.


Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalon evel e Meriba, evel en deiz Masa er gouelec'h;


Hag e voe anvet al lec'h-se Masa ha Meriba, dre m'o doa tabutet mibien Israel ha temptet an AOTROU o lavarout: An AOTROU , ha bez' emañ en hon touez pe n'emañ ket?


Faraon, o welout e oa un ehan, a galetaas e galon, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .


Eürus eo an den a zo dalc'hmat en doujañs, met an hini a galeta e galon a gouezho er sotoni.


An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù.


Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegoulz e tisprizo ac'hanon ar bobl-se? Betek pegoulz ne gredint ket ennon en desped d'an holl sinoù am eus graet en o zouez?


Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Met, evel ma en em galetaas darn ha ma voent diskredik, o troukkomz eus hent an Aotrou dirak ar bobl, en em dennas kuit hag e tispartias an diskibien diganto, o kelenn bemdez e skol un den anvet Tirannuz.


Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc’h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec’h distro, e-pad daou-ugent vloaz.


Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.


Ne demptot ket an AOTROU ho Toue, evel ma hoc'h eus e demptet e Masa.


Perak e kaletafec'h ho kalon, evel m'o deus kaletaet an Ejipsianed ha Faraon o c'halon? Goude m'en doe graet a-enep dezho e vurzhudoù, ha n'o lezjont ket da vont kuit? Hag ez ejont kuit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos