Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Geneliezh 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Neuze an naer a lavaras d'ar wreg: Ne varvot ket, tamm ebet,

Ver Capítulo Copiar




Geneliezh 3:4
13 Referencias Cruzadas  

An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.


Met diwar-benn frouezh ar wezenn a zo e-kreiz al liorzh, Doue en deus lavaret: Ne zebrot ket diouto ha ne stokot ket outo, gant aon na varvfec'h.


Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi. Hag Elia a yeas kuit.


Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


Elizea a respontas dezhañ: Kae ha lavar dezhañ: A-dra-sur ec'h adsavi! Met an AOTROU en deus diskouezet din e varvo.


Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se.


En e galon e lavar: Ankounac'haat a ra Doue! Kuzhat a ra e zremm, n'en gwelo biken!


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


evit ma n’en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n’omp ket hep anavezout e soñjoù.


An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoù va c'halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec'hed,


N’eo ket Adam an hini a zo bet touellet, met ar wreg, goude bezañ bet touellet, a zo kouezhet en disentidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos