2 Ar wreg a lavaras d'an naer: Ni a c'hell debriñ frouezh eus gwez al liorzh.
An AOTROU Doue a roas d'an den ar gourc'hemenn-mañ, o lavarout: Eus holl wez al liorzh e c'helli debriñ gant frankiz,
met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.
Met diwar-benn frouezh ar wezenn a zo e-kreiz al liorzh, Doue en deus lavaret: Ne zebrot ket diouto ha ne stokot ket outo, gant aon na varvfec'h.
Ar re fall a zo gwallsiet adalek bronn o mamm, an dud gaouiat a zo dianket adalek ma'z int bet ganet.