Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ar pezh hoc’h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc’h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc’h a vo ganeoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Ho desket hoc’h euz ive, ho recevet hag ho c’hlevet ganen‐me, hag ho gwelet hoc’h euz enoun‐me. Grit an traou‐ze, ha Doue ar peoc’h a vezo ganeoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 4:9
36 Referencias Cruzadas  

Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.


Perak eta e c’halvit ac’hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?


Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ.


Mar gouzoc’h an traoù-se, ez oc’h eürus, gant ma sentot outo.


C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.


E vamm a lavaras d’ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc’h.


En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober.


Ra vo an Doue a beoc’h ganeoc’h holl! Amen.


Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


rak Doue n’emañ ket un Doue a vesk met a beoc’h, evel en holl Ilizoù ar sent.


Ho pediñ start a ran eta, bezit va heñvelerien.


A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.


Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a zisklêrian hiziv d'ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.


Bezit holl va heñvelerien, breudeur, ha sellit ouzh ar re a gerzh hervez ar skouer hoc’h eus ennomp.


ha peoc’h Doue, o trec’hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist.


Bet oc’h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c’hlac’haroù, gant levenez ar Spered-Santel,


Rak c’hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc’h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc’h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien,


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


Ar fiziañs-se hon eus en ho keñver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traoù a c’hourc’hemennomp deoc’h.


Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen.


Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc’h en em dromplañ hoc’h-unan dre arguzennoù fals.


Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,


Petra bennak a c’houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c’hourc’hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos