Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Breudeur, er pezh a sell ac’hanon ne gredan ket em befe tapet ar priz, met e ran un dra: oc’h ankounac’haat ar pezh a zo war va lerc’h hag o vont etrezek ar pezh a zo araozon,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Breudeur, evidoun‐me, a ziwall da gredi em befe evit c’hoas tapet ar priz;

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 3:13
15 Referencias Cruzadas  

Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.


Merc'hed rouaned a zo e-touez da itronezed a enor. Emañ ar rouanez a-zehou dit, gwisket gant aour Ofir.


Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.


Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc’h, n’eo ket dereat evit rouantelezh Doue.


Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


N’eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma’z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist.


Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist


Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,


Koulskoude re garet-mat, na dremenit ket hep anavezout penaos, evit an Aotrou un devezh a zo evel mil bloaz ha mil bloaz evel un devezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos