Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ezdra 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 En amzer-se, Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag o c'henseurted, a zeuas d'o c'havout hag a gomzas evel-henn outo: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mañ ha d'ober ar mogerioù-se?

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 5:3
12 Referencias Cruzadas  

Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ra bigno da Jeruzalem a zo e Juda, ra savo ti an AOTROU, Doue Israel, an Doue a zo e Jeruzalem.


Ra ouezo ar roue ez eo deuet e Jeruzalem ar Yuzevien a zo pignet eus da gichen d'hor c'havout, hag e savont ar gêr disent ha fall-se, hag ec'h adsavont ar mogerioù, hag o deus lakaet an diazezoù.


Rehum ar pennrener, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted all, Diniz, Afarsatkiz, Tarpeliz, Arfaziz, Arkeviz, Babilonianed, Suzankiz, Dehaviz, Elamiz,


Setu amañ eilskrid al lizher a gasas Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag e genseurted Afarsatkiz eus an tu-mañ d'ar stêr, d'ar roue Dariuz.


Neuze hon eus graet goulennoù digant an henaourien a oa eno, lavaret hon eus dezho: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mañ ha d'ober ar mogerioù-se?


Neuze Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai hag o c'henseurted a rejont buan kement-se, dre m'en doa Dariuz e skrivet dezho.


Bremañ eta, Tatnai gouarnour an tu all d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag ho kenseurted Afarsatkiz eus an tu all d'ar stêr, pellait ac'hane,


Hag eus va ferzh, Artakserksez ar roue, eo roet an urzh-mañ d'an holl deñzorierien a zo en tu all d'ar stêr: Kement a c'houlenno diganeoc'h Ezdra an aberzhour, skrib lezenn Doue an neñvoù, ra vo graet end-eeun,


D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:


Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?


O vezañ o degaset en o c’hreiz, e c’houlennjont diganto: Dre beseurt galloud pe en anv piv hoc’h eus graet kement-mañ?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos